Kammedoù kentañ gant Okawix:
Pa loc'hit Okawix evit ar wech kentañ e c'hallit gwelet : war-laez ar prenestr Okawix, ar varrenn ostilhoù ; dindan ar varrenn ostilhoù, ar varrenn enklask ha dindan ar varrenn enklask, war an tu kleiz, framm merañ ar c'horpus, ha, war an tu dehou,ur bajenn bennañ. Gant ar bajenn-se e c'hallit dibab yezhoù an endalc'hioù (a vez graet dielloù anezho ivez pe or Korpus a c'hallit pellgargañ, pe lenn er mod digevreet. Gallout a rit dibab meur a yezh.
Dibabit Brezhoneg, da skouer, evit ar mare, ha klikit war Dibab ar yezhoù.
Ur roll eus an holl zielloù a c'haller kaout er yezh-se a zeu war wel. Kinnig a ra Okawik deoc'h krouiñ un diell er c'havlec'h dibabet ganeoc'h war hoc'h urhiataer :lakait dres ho chomlec'h postel ha liamm URL ho lec'hienn, ha klikit war em>Goulenn.
Klikit war bouton Pellgargañ an diell ho peus c'hoant da bellgargañ. Kinnig a ra Okawik deoc'h saveteiñ an diell war hoc'h urzhiataer, er c'havlec'h dibabet ganeoc'h.
Gallout a reot dibab pellgargañ an diell gant skeudennoù pe hep skeudennoù (a-benn digreskiñ an amzer bellgargañ pe al lec'h ac'hubet gant an diell war hoc'h urzhiataer..
Klikit war Staliañl. Saveteet eo an diell dibabet neuze, ha dont a ra e bajenn degemer war-wel er framm pennañ (hep al luc'hskeudennoù m'ho peus dibabet chomp hep pellgargañ anezho). Er framm kleiz eo ouzhpennet anv an diell da roll an dielloù zo en hoc'h urzhiataer.
Gallout a rit lenn ar pennadoù ezlinenn hiviziken>
Ar biroù merdeiñ : ar biroù Kilañ ha Mont war-raok a aotre ac'hanoc'h d'en em ziblasañ e istor ar pajennoù hag hoc'h eus sellet e dalc'h merdeiñ red.
Ar bouton Degemer : a ziskouez pajenn degemer an dielloù er framm pennañ emaoc'h o sellet, hag a gleiz ar framm lem-laka merañ an danvezioù.
Ar bouton Diskouez disoc'hoù ar c'hlask : a ziskouez, er framm kuzh-diguzh a-gleiz, disoc'hoù an enklask diwezhañ graet e-pad an dalc'h.
Ar bouton Diskwel an istor: a laka war-wel istor an enklaksoù war an diell emaoc'h o lenn. Klikit war unan eus elfennoù istor an enklaskoù ha dont a raio war-wel disoc'hoù an enklask dibabet en hevelep framm.
Ar bouton Moullañ ar bajenn : lañsañ a ra maveg moullañ ar pajennoù.
Ar bouton Pellgargit endalc'hioù all : a ziskouez framm merañ an endalc'hioù war an tu kleiz, ha pajenn dibab ar yezhoù er framm pennañ (ma'z eo bet dibabet ar yezhoù dija e-pad an dalc'h Okawik digoret. Dont a ra ar bajenn dielloù a c'haller kaout war-eeun war wel.
Ar bouton Skoazell : diskwel a ra an dornlevr impljer-mañ (e prenestr an dronlevr e kavot ivez ur bouton Diwar-benn button. Klikañ warnañ a lakaio ar prenestr skridaozañ Diwar-benn da zigeriñ, m'emañ merket ar c'hredoù evit Okawix).
an arc'hwel enklask er c'horpus (maezienn vizkrivañ an termenoù enklasket hag ar bouton) Boulc'hañ an enklask) : gant an arc'hwel enklask e c'haller klask, er c'horpus oberiat a-bezh, pennadoù a denn da unan pe da veur a dermen emeur oc'h ober un enklask warno. Implijout a ra al lusker enklask sterva Wikiwix (diorroet, evel ar meziant-mañOkawix gant ar c'hevredad Linterweb). Skrivit an termen pe an termenoù a zedenn ac'hanoc'h er vaezienn vizskrivañ. A feur ma skrivit ar gerioù e vez lakaet war wel meur a ginnig gant ur gwikefre klokaat. Klotañ a ra ar c'hinnigoù-se gant al lizherennoù kentañ ho peus bizskrivet hag hervez ar c'horpus oberiat int (ar gwikefre klokaat a grog da vont en-dro adal d'ar pevare lizherenn vizskrivet ; evezhiadenn : n'eo ket peogwir ne zeu ket ur ger war wel er roll kinnigoù n'emañ ket ar ger-se er c'horpus pe ne roio an enklask diskoulm ebet.
Meur a zoare zo da lañsañ an enklask:
-Klikit war unan eus an termenoù kinniget, diouzh an dro, gant stokelloù ar c'hlavier Bir krec'h ha Bir traoñ, ha pouezit war stokell Kas ho klavier.
- skrivit ur ger er vaezienn vizskrivañ ha klikit war ar bouton.
Ar pemp disoc’h enklask warn-ugent kentañ a c’haller lenn er roll zo er framm lem-laka a-gleiz, rummet a a grec’h da draoñ dre an urzh azazañ e-keñver an termenoù enklask. Anvioù ar skridoù kavet zo uskrivet en hirgarrezennoù kenfeuriek o hirder ouzh azasted ar pennad a glasker termenoù ennañ ; Azasted ur pennad evit un enklask a c’hall bezañ priziet gant al lusker Wikiwix hervez algoritmoù emdroet na c’haller ket displegañ anezho en doareoù implij-mañ.
Evezhiadenn 2 : Empennet eo bet Wikimix evit respont ar gwellañ d’ar respontoù en ur yezh naturel. Da lavaret eo e c’hallit skrivañ goulennoù evel ma savfec’h anezho ouzh un den, e-lec’h bizskrivañ gerioù alc’hwez a soñjit ez int diforc’hus, evel ar re a vez kavet peurlisañ el luskerioù enklask. Da skouer, evit gouzout hiroc'h diwar-benn Anna Vreizh e c’hallit sevel ho koulenn evel-se : « Piv e oa an Dukez Anna ? ». Klask a raio Wikiwi neuze intent « ster » ho koulenn ha distreiñ a raio deoc’h pennadoù a denn ar muiañ d’ar goulenn-se. Koulskoude, ne c’hall ket Wikimix respont deoc’h evel m’en rafe un den : gwellaet e vez ar meziant a feur ma vez krouet stummoù nevez eus Okawix ha Wikwix.
Titouroù diwar-benn ar gemennadenn "Okawix-doc.item8" (kemer perzh)Ar gemennadenn a ra dave da gemennadennoù okawix.search ("Klask"), okawix.searchButton ("Bec'h d'ar c'hlask"). Termenadur ar gemennadenn (Okawix - Documentation
Ar bouton Kavout ur ger er bajenn-mañ : gallout a reer kavout elfennoù un heuliad arouezennoù roet er bajenn war wel er framm pennañ, a-zehoù. Ma klikit war ar bouton-se e teuio ur prenestr enklask bihan war wel. Skrivit an heuliad arouezennoù ho peus c’hoant da gavout an elfennoù, diouzh an dro, er vaezienn viskrivañ. .
Klikit war al log log da askañ m’ho peus c’hoant e vefe graet an diforc’h etre lizherennoù bihan ha lizherennoù bras, anez diaskit al log (ma’z eo asket al log-mañ pa vez klasket, da skouer, elfennoù ar ger « stad », ne vo ket kavet an elfennoù ar ger « Stadoù » rak kregiñ a ra ar ger gant ul lizherenn vras, er c’hontrol da « stadoù » .
Klikit war al log
Wrap
evit ma krogo an enklask e deroù ar bajenn ur wech ma vo tizhet an dibenn anezhi (peotramant, diaskit al log). ).
Gallout a reot ivez arventennañ an traoù evit gouzout war be du reiñ lañs d’an enklask : a laez da draoñ ma tibabit Traoñ, a draoñ da laez ma tibabit Laez.
Klikit neuze war Find Next evit reiñ lañs d’an enklask. Islinennet e glas eo elfennoù kentañ, a c’hallfe bezañ, an heuliad arouezennoù enklasket. Klikit en-dro evit kavout un eil rummad elfennoù, diouzh an dro, un trede gwech hag all… Ma n’eus elfenn ebet pe pa n’eus ket mui a elfennoù (nemet ho pije asket al log Wrap) en heuliad arouezennoù enklasket er bajenn-mañ, e vo roet deoc’h da c’houzout gant ar gemennadenn « n’eo ket bet kavet an destenn ho peus bizskrivet ».
Klikit war Nullañ evit serriñ ar prenestr enklask bihan .
. »
Pajenn dibab an dielloù : Gant ar bajenn-mañ e c’hallit dibab an dielloù ho peus c’hoant da adtapout evit gallout lenn anezho ezlinenn. Reiñ a reer an tu deoc’h da grouiñ dielloù war ho lec’hienn. Mont a rit war ar bajenn-mañ en ur glikañ war ar bouton Pellgargañ dielloù all , er varrenn ostilhoù. Ma n’eo ket bet dibabet yezhoù an dielloù kinniget ez eo ar bajenn dibab ar yezhoù a zeuio war wel en he lec’h ; en degouezh-se e rankit dibab ar yezh pe ar yezhoù ho peus c’hoant da adtapout endalc’hioù enno (a vez anvet ivez « dielloù » pe « korpus ») ha klikit da c’houde war « Select languages » evit mont war ar em>bajenn dibab an dielloù.
War
pajenn dibab an dielloù e vez kinniget an dielloù a c’haller kaout er yezhoù dibabet a-raok hag a laka o ment war wel.
Evit adtapout un diell e rankit klikañ war ar bouton Pellgargañ a glot. Pajenn staliañ an diell adtapet a zeu war wel neuze, hag ouzhpennet e vez anv an diell da roll staliañ an dielloù zo o c’hortoz bezañ staliet evit dalc’h red Okawix e framm merañ an endalc’hioù (ar framm a c’haller kuzhañ, a-gleiz). ).
Evit klozañ, m’ho peus c’hoant e vefe krouet un diell eus ho lec’hienn bersonel, skrivit ho chomlec’h hag URL ho lec’hienn web ha klikit war Goulenn.
Pajenn staliañ un diell : gallout a reot adtapout ur c’horpus dibabet a-raok. Daou zoare zo da vont warni : :
diouzh an dro, en ur glikañ, e staliañ, framm merañ an endalc’hioù, war anv un diell eus ho tibab er roll install, ma n’eo ket goullo roll install an dielloù zo o c’hortoz da vezañ staliet evit dalc’h red Okawix, e framm merañ an endalc’hioù.
Gant ar bajenn-mañ e c’hallit anavezout anv an diell hag e pe kavlec’h e vo enrollet an diell (evit dibab ur c’havlec’h all, skrivit hent ar c’havlec’h a zere er vaezienn vizskrivañ ha klikit war ar bouton Ergerezhout ha dibabit ar c’havlec’h a zere). ).
Ma klikit war al log Staliañ skeudennoù e vo adtapet ar skeudennoù zo er pennadoù ivez (hiroc’h e vo pellgargañ ar pennad(où) ha kresket e vo an egorenn vemor zo ezhomm evit enrollañ).Diskouezet eo
ment hollek ar pezh a adtapit (nemet an diell, pe dielloù gant skeudennoù) war ar bouton Ergerzhout.
. Ma klikit war Nullañ eo tennet anv an diell eus roll staliañ an dielloù zo o c’hortoz da vezañ staliet evit dalc’h red Okawix, e le framm merañ an endalc’hioù.
Ma klikit war Staliañ e stalio Okawix ar c’horpus, a dremeno e anv eus roll an dielloù zo o c’hortoz da vezañ staliet evit dalc’h red Okawix e roll lec’hel an dielloù staliet, e framm merañ an endalc’hioù. Ma’z eo staliet an diell dija e vo goulennet diganeoc’h m’ho peus c’hoant da hizivaat an diell-se.
Gant framm merañ ar c’horpus: e c’haller merañ ar c’horpus (zo anvet dielloù pe endalc’hioù ivez), da skouer, staliañ pe lemel anezho, ouzhpennañ ar skeudennoù ...
Gallout a reot mont d’ar framm-se en ur glikañ war Pajenn zegemer pe war Muioc’h a endalc’hioù er varrenn ostilhoù. Lem-laka eo ar framm ha dont a ra war-wel a gleiz d’an etrefas bepred.
Er framm emañ, a laez da draoñ:
- roll lec’hel an dielloù staliet a-raok (ma’z eus anezho). Klikit war un diell eus ar roll-se a zeu war wel war bajenn bennañ an diell-se.
- Staliañ ar roll dielloù o c’hortoz da vezañ staliet en dalc’h red Okawix (ma’z eus anezho). Klikit war an diell eus ar roll-se a ziskouez pajenn staliañ an diell-se er framm pennañ, a-zehou d’an etrefas, ar bajenn dibab ar yezhoù (ma’z eo bet dibabet ar yezhoù dija evit dalc’h red Okawix dija eo diskwelet war-eeun pajenn dibab ar yezhoù a c’haller kaout evit ar yezhoù dibabet a-raok). br />
war-laez a-zehou d’ar framm-se e c’hallit merkañ div nozelenn :
- Ouzhpennañ skeudennoù: ma’z eo dibabet un diell eus ar rolloù lec’hel pe staliañ, klikit war Ouzhpennañ skeudennoù a laka war wel ar bajenn pajenn staliañ er framm pennañ, a-zehou d’an etrefas
- Lemel: ma’z eo dibabet un diell eus ar rolloù lec’hel pe staliañ, klikit war Lemel evit lemel an diell eus ar roll-se. Ma oa an diell er roll lec’hel (hag a oa bet staliet ent lec’hel neuze) e vo dilamet ar restroù a glot ganti.
documentation translation made by